Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Miz Meurzh 2025

Les prépositions composées [OULPAN III Kentel 17]

An araogennoù gevrenet


Oulpan 3 Kentel 17

a : Piv eo an dukardez zo 'tañsal aze ?

b : Peseurt hini ?

a : An hini 'oa 'n da gichen deuzh taol bremaik.

b : Enora Jikel, n'anav'ez ket 'ne'i 'ta ?

a : Nann, met meur a wezh 'm eus klevet komz diwar he fenn.

b : Un dañserez dispar, n'eo ket ?

a : Geo... Hec'h-unan eo deuet ?

b : N'eo ket, he gwaz zo 'n e sav du-se...o sellet deuzoudomp.

 

a : Piv eo an dukardez zo o tañsal aze ?

b : Pe hini ?

a : An hini a oa ez kichen ouzh taol bremaik.

b : Enora Jikel, n'anavezez ket anezhi eta ?

a : Nann, met meur a wezh em eus klevet komz diwar he fenn.

b : Un dañserez dispar, n'eo ket ?

a : Geo... Hec'h-unan eo deuet ?

b : N'eo ket, he gwaz zo en e sav du-se...o sellet ouzhimp.

• Geriaoueg Oulpan 3 Kentel 9.

Azezet  assis

En e gichen  à côté de lui

En he c'hichen  à côté d'elle

En ho kichen  à côté de vous

War da lerc'h  après toi

War ho lerc'h  après vous

War e lerc'h  après lui

Diwar-benn  à propos, au sujet de

Koazez  séant

En e goazez  assis

En he c'hoazez  assise

En o c'hoazez  assis(es)

Evidon  pour moi

Ma-unan  moi seul, tout seul

O-unan  seuls(es)

Dukardez°  femme brune

Dañserez(ed)  danseuse(s)

Dispar  remarquable, sans pareil

En e sav  debout (lui)

     

 • Pleustriñ

Lakaat e BrezhonegLakaat e Galleg

1. A côté de moi, il y avait un chien.Em c'hichen, e oa ur c'hi.

2. Nous sommes arrivés deux heures après toi.Erruet omp div eur war da lerc'h.

3. Elle ne veut pas que je parle de toi.Ne fell ket dezhi e komzfen war da benn.

4. Etaient-ils venus seuls ?Deuet e oant o-unan ?

5. Mon banquier était assis en train de lire.Ma banker a oa o lenn en e goazez .

 • Les principales prépositions composées

diwar-benn au sujet (de) diwar-goust aux dépens (de) war-lein au sommet
e-kichen à côté e-touez parmi da heul à la suite
war-lerc'h après e-lec'h au lieu (de) da gaout vers
war-dro autour a-raok avant e-kreiz au milieu

 • Utilisation de "em" et "ez"

La locution "em" signifie : «dans mon, dans ma, dans mes» en breton littéraire.

La locution "em" peut-être remplacée par 'ba' ma ou 'ba'm en breton oral.

 

La locution "ez" signifie : «dans ton, dans ta, dans tes» en breton littéraire.

La locution "ez" peut-être remplacée par en ez ou en da en breton oral.

 • Utilisation de « seul et tout seul »

Seul : Utilisation de "unan" (parfois "hunan") + pronom possessif

Tout seul : ajout de "penn" à ci-dessus.

Ex : ma unan , da unan etc... et ma-unan-penn, da unan-penn etc...

 • Expressions suivant les règles des prépositions composées.

en e sav debout en e aes à l'aise war e led/en e led étendu
en e goazez assis (séant) en e gluch accroupi war e gostez de côté
en e c'hourvez allongé en e blegoù plié, penché en e blom vertical
war e du(mat) de bonne humeur en e bleuñv en fleur en e bezh en entier
war e giz sur ses pas, re- en e rodelloù lové war e hed sur sa longueur

• C'hoari Diñsoù - p139/p140 OULPAN 3

 

C'hoari Diñsoù p139 C'hoari Diñsoù p139
Galleg Brezhoneg
1  J'avais cru que vous étiez seuls. Kredet am boa a oac'h o-unan.
2  L'infirmière était accroupie et moi j'étais debout. Ar glañvdiourez e oa en he c'hluch ha me a oa war ma sav.
3  Je n'aime pas rester allongé trop longtemps. Ne blij ket din chom em c'hourvez re-pell.
4  Etais-tu assis à côté d'elle ? Non Azezet e oas en he c'hichen ? N'oan ket
6  La première maison à droite est plus grande que la seconde. An ti kentañ da zehou zo brasoc'h eget an eil.
7  Il ne faut pas qu'ils se voient. Arabat dezho en em welout.
8  Nous avons compté trois cent cinquante-trois perroquets. Kontet hon eus tri c’hant hanter-kant tri feroked.
10 Il y avait beaucoup de gens debout. Kalz a dud a oa en o sav.
11 Je connais la personne qui est allongée sur la pelouse. Anavezout a ran an den a zo astennet war al letonenn.
12 Quand je suis seul, je fais des choses que je ne devrais pas faire. Pa ma-unan on, ober a ran traoù ne dlefen ket ober.
13 A ce que je comprends, tu n'as pas envie de rester seul. Ar pezh a gomprennan, n'ac'h eus ket c'hoant da chom da-unan.
14 Il doit y avoir quelque chose de pourri dans le grenier. Sur a-walc'h ez eus un dra-bennak vrein er solier.
15 Peut-être qu'ils ne sont pas seuls ? Marteze n'int ket o-unan ?
16 Nous ne pouvons pas rester assis comme-ça. Ne c'hallomp ket chom azezet evel-se.
18 Ma mère ne veut pas que tu viennes me voir. Ne fell ket ma mamm e teufes da welout ac'hanon.
19 Ce requin a l'air très méchant. Fall kenañ e seblant bezañ ar rinkin-mañ.
20 Les pingouins étaient allongés sur la banquise. Pengouined e oa en o c'hourvez war ar wankisenn.

 

C'hoari Diñsoù p140 C'hoari Diñsoù p140
Brezhoneg Galleg
1  Gallout a rez prestañ da bolotenn dimp ? peux-tu nous prêter ta balle ?
2  Ne blij ket da hennezh kerzhet e-unan. Il n'aime pas marcher seul.
3  Ma vefen em c'hoazez ne vefen ket em sav. Si j'étais assis je ne serais pas debout.
4  Gwreg ar polis a oa en he gourvez war ma gwele. La policière était allongée sur mon lit.
6  Meur a loen e vefe ezhomm da gaout. Plusieurs animaux seraient nécessaires.
7  N'hallfec'h ket mont en ho kourvez ? Vous ne pourriez pas aller vous allonger ?
8  An ti-mañ a veze feurmet d'an douristed gwezhall. Cette maison était louée à des touristes autrefois.
10 Dihan da gomz diwar he fenn mar plij ! Arrête de parler d'elle s'il te plait !
11 Ma splujfen e splujfes war ma lerc'h ? Si je plongeais tu plongerais après mo?
12 Ne dle ket bezañ ker-ker. Ca doit pas être très cher.
13 Piv a anavez unan bennak a vefe gouest da vleinañ gant e dreid ? Qui connait quelqu'un capable de conduire avec ses pieds ?
14 Petra az pefe graet ma vefes bet en o zouez ? Qu'aurais-tu fait si j'avais été parmi-eux ?
15 Poent eo dimp en em dennañ kuit, n'eo ket ? Il est temps de se retirer, n'est-ce-pas ?
16 Chomit en ho koazez - Em sav emaon. Restez assis - Je suis debout.
18 Me a garfe e teufe honnezh da azezañ em c'hichen. J'aimerais qu'elle vienne s'assoir à côté de moi.
19 An eured a oa hir ken e oa. Le mariage était si long...
20 N'ec'h eus ket gwelet al loeroù a oa ganin dec'h da noz ? Tu n'aurais pas vu les chaussettes que j'avais hier soir ?